Festival Etrekeltiek An Oriant

Festival Etrekeltiek An Oriant
Bilhederezh
Pelec'h debriñ ?
Moned hag herberc'hiañ
Pelec’h debriñ ?
E-pad ar FIL e vez digoret a-ratozh meur a lec’h debriñ : pediñ a reont ac’hanoc’h d’ober chervad gant produioù a bep seurt, re ar mor koulz ha re an douar, eus ar c’hrampouezh d’ar meuzioù iwerzhonat. Ar Festival a fell dezhañ servijout produioù a-zoare eus ar vro. Strivañ a ra da ginnig muioc’h a veuzioù vejetarian ha da vont war-zu zero lastezenn.
- Plasenn ar Broioù Keltiek : istr eus Breizh, Irish Stew, pasties mod Kerne-Veur, fish & chips eus Kembre hep disoñjal an haggis skosat hag ar burgerioù.
- An Tachad Dudi : un ti-krampouezh engouestlet gant Diwan.
- Terasennoù ar Festival : boued-mor e-tal ar porzh, gant ar meuz nevez « Sinadur Etrekeltiek » da dañva.
- Kae Breizh : ar meuzioù gwellañ eus Breizh (Arvor Argoad) etre an douar hag ar mor.
Roll an allergenoù a c’hell an dud kaout diwar c’houlenn e kement lec’h debriñ a zo.
RESTEZ CONNECTÉS
Inscription à la Cel’Letter du Festival Interceltique de Lorient
S’ABONNER POUR NE RIEN MANQUER