Festival Etrekeltiek An Oriant

Festival Etrekeltiek An Oriant

Bilhederezh

Pelec'h debriñ ?

Moned hag herberc'hiañ

Dont ha diblasañ

Gant an tren

Ti-gar an Oriant Kreisteiz Breizh zo 15 mn war droad diouzh kreiz-kêr, ha 3 mn gant ar bus.

  • Linenn Tizh Bras : Pariz-An Oriant dindan 3 eur voyages-sncf.com
  • TER Breizhgo
  • TER Broioù al Liger

Gant ar bus hag ar vag-bus

Gant IZILO Fiñvusted e c’hellit diblasañ war dachenn an Oriant Tolpad (muioc’h a ditouroù amañ).

Ur savlec’h bus zo gouestlet d’ar FIL e kalonenn an Oriant, tost da goc’hu Merville.

Evit gouzout hiroc’h e c’hellit mont e darempred gant kuzulierien Ti ar fiñvusted dre bellgomz (02 97 21 28 29) ha dre bostel (contact@izilo.bzh).

Parklec'h kirri-kampiñ

E lec’hienn Ti an Douristed e c’hellit kavout an holl ditouroù diwar-benn al leurioù kirri-kampiñ.

Diwallit : reolennet eo ar parkañ kirri-kampiñ hed-ha-hed ar Festival, difennet eo parkañ en un takad hag a zo bet bevennet en a-raok.

Gant an nijerez

Parklec’hioù

  • Parklec’h NAYEL (straed Paul Bert, 56100 An Oriant), dindan ar Greizenn Nayel, e-kreizig-kreiz ar festival.
  • Parklec’h an Oriantiz, 15 munut diouzh kreiz-kêr, e-kichen ti-gar An Oriant ha gar ar c’hirri-boutin.
  • Parklec’h an Oriant Gar Kreisteiz
  • Parklec’h Asturiez, moned dre kroashent-tro Asturiez.
  • Parklec’h Plasenn an Armoù

War varc’h-tan

Ur parklec’h berrbad zo evit an divrodegoù dre geflusker e-kichen an Ti-kêr, boulouard Leclerc.

En holl barklec’hioù da baeañ e kêr ez eus ivez plasoù miret evit an divrodegoù.

War velo

Feurmiñ beloioù pa garer gant « Velo An Oriant » (ur parklec’h zo eno)

Feurmiñ beloioù tredan e Ti ar Velo, gant Izilo Fiñvusted en Oriant Tolpad.

RESTEZ CONNECTÉS

Inscription à la Celt’Letter du Festival Interceltique de Lorient

S’ABONNER POUR NE RIEN MANQUER

Pin It on Pinterest

Share This