Le Festival Interceltique de Lorient

10 jours de spectacles et d'événements

Kinnig

 

Ganet eo Festival Etrekeltiek an Oriant 50 vloaz zo diwar youl e ziazezourion da sikour diorroadur sonerezh ha sevenadur Breizh hag ivez da zigeriñ etrezek ar broadoù, Kelted enno, en Inizi Breizh-Veur (Bro-Skos, Kembre, Kernev-Veur, Enez Vanav, Iwerzhon) hag ivez e norzh Bro-Spagn (Galizia hag Asturiez).

Ur plas dibar en deus Festival Etrekeltiek an Oriant e-touez festivalioù Breizh, hag e-touez festivalioù Frañs kenkoulz all peogwir ez eo ul lec’h emgav o leurennañ Breizh e-kichen broadoù all, evit sevel ur meizad nevez gant eskemmoù a-feson : an etrekeltiegezh.

Graet berzh ganti, tremen a ra an etrekeltiegezh harzoù keltiek kentañ Breizh-Veur ha Spagn evit mont war-zu lec’hioù all ma kaver Kelted nevesoc’h zo, divroet eus Breizh-Veur pe eus Bro-Spagn. Setu perak ez eus bet gwelet o tont pipe-bands eus Aostralia, sonerion gaita eus Suamerika ha kanerion eus Kanada.

Ar gevredigezh

 

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo Festival Etrekeltiek an Oriant; setu he falioù :

– Aozañ Festival Etrekeltiek an Oriant bep bloaz ha kinnig abadennoù sevenadurel a-hed ar bloaz.

– Sikour kas sevenadur Breizh hag ar broioù keltiek war-raok, ha brudañ evel-se bro-an Oriant, departamant ar Mor-Bihan, rannvro Breizh hag ar broioù keltiek, koulz er par broadel hag etrebroadel.

– Kemer perzh e diorroradur an eskemmoù gant ar broioù keltiek ha gant an holl vroioù ha rannvroioù dedennet gant ar sevenadurioù-se.

Ur c’huzul-merañ a zo d’ar gevredigezh, ennañ 23 ezel d’ar muiañ, dilennet gant an dud a-youl vat e-pad an Emvod-Meur pe dibabet evit o barregezhioù anavezet. Dilennet e vez ur Prezidant hag ur Burev gant an Emvod-Meur evit lakaat an divizoù kemeret da dalvezout.

En tu-hont d’an dud a-youl vat e kaver ivez ur framm pad a-vicher e kevredigezh ar FIL.

Evit kas he c’hefridi da benn e c’hall ar gevredigezh kontañ ivez war :

Un niver bras-bras a dud a-youl vat (muioc’h eget 1.500 den) gant gwir gargoù pleustrek e-pad ar Festival.

– Skoazell ar stajidi (etre Miz Meurzh ha Miz Eost) hervez ezhommoù an aozadur.

– Tud a-vicher gant skiant-prenet evit labourioù difer-tre.

Un oberour sevenadurel eo Festival Etrekeltiek an Oriant hag en deus da bal bevañ en tu all d’an dek devezh e-pad ar miz Eost.

Setu perak e tiorro muioc’h-muiañ Festival Etrekeltiek an Oriant obererezhioù a-hed ar bloaz evit an holl, hag ivez evit he c’hevelerien a bep seurt.

Hiziv an deiz ez eo Festival Etrekeltiek an Oriant:

– 10 devezh abadennoù ha darvoudoù sevenadurel e deroù miz Eost

– 4.500 a sonerion, kanerion, korollerion, plastikourion, kelennerion Skol-Veur, filmourion eus Bro-Skos, Iwerzhon, Kembre, Kernev-Veur, Enez Vanav, Galizia, Asturiez, Breizh, Stadoù-Unanet, Kanada, Aostralia.

– Un dibunadeg vras gant muioc’h eget 50.000 arvester ar Sul kentañ.

– 80.000 arvester hag a bae o flas

– 750.000 gweladenner hag arvester

– 1.100 den herberc’hiet el letioù, 20 leti pourchaser, 7 lise keveler, 800 gwele feurmet er skolioù-lojañ, 34.000 pred servijet el Lise Dupuy de Lôme, 40 treizhadenn war listri-treizh, 40 bulzun e kirri-boutin eus ar vro…

– Muioc’h eget 1.500 a dud a-youl vat…

– 120 abadenn war al leurenn, 60% anezho digoust.

– Dougen bri d’ur vroad estren bep bloaz eo pal kentañ Festival Etrekeltiek an Oriant gant meur a obererezh : un dibenn-sizhun breizhek (gant kampionad ar Bagadoù, dibunadeg vras adskignet war ar skinwel, triomf ar sonerion, dañsoù Breizh), festoù-noz digoust, atalieroù sonerezh, prezegennoù, sonadegoù bemdez war al leurennoù hag e tavarnioù an Oriant, klasoù mestr digoust benvegoù hengounel keltiek, dibunadegoù pemdeziek, kenstrivadegoù binioù bras, gaita, akordeoñs, telenn geltiek, taboulin, pipe-band, liorzh al luderion, un tachad ar gomz hag an tachad kengred.

– Sportoù : redadegoù bageal (Celticup) ha redadeg war droad (10 Miles), tournamant golf (Golfceltrophy) ha gourenadeg

– Diskouezadegoù oberennoù arz ha gwiskamantoù, ur saloñs al levrioù, ur marc’had artizanerezh diouzh tem ar festival.

Bro ar festivalioù eo Bro-Frañs, festivalioù a c’haller renkañ e meur a rummad diazezet mat : sonerezh klasel, barok, lourennek, jazz, sinema… En endro-se, meizad Festival Etrekeltiek an Oriant a zo dibar, digor hag etrebroadel : “Emgav sevenadurioù a-vremañ ar broadoù keltiek”.

Bodañ a ra Festival Etrekeltiek an Oriant an holl stummoù sonerezh keltiek, eus kanoù kozh-Noe d’ar sonerezh folk, rock’n roll ha jazz, hag ivez oberennoù sinfonek, en un endro krouiñ arzel frouezhus-tre. Bezañs ar sonerion eus sevenadurioù disheñvel a zo arouez un identelezh digor war ar bed atav o cheñch. Kejañ a ra ar sonerezh gant ar sinema, an arzoù neuziañ, an dañs, an Istor, al lennegezh hag al luderezh.

Ul lec’h digor war ar bed en ur sevenadur bedvroat keltiek eo Festival Etrekeltiek an Oriant. Un arnodva sevenadurel…

Galvet eo Festival Etrekeltiek an Oriant da ziskouez sevenadurioù hengounel ha n’int ket sonnet, c’hoantek da gejañ ha da gengrouiñ ne lavaromp ket. Graet e vez an dra-se dre urzhiadoù, kejadennoù ha hironadurioù a bep seurt… en ur lezel o frankiz gant an arzourion hag ar sonaozourion. Kement ha mont pelloc’h e vez klasket ivez lakaat an oberennoù sevenadurel hag arzel bet savet e kêr an Oriant da veajiñ e broioù all.

Festival Etrekeltiek an Oriant n’eo ket tre ur gouel evel ar re all. Unan eus ar gouelioù pouezusañ en Europa eo, met e veizad ma kej sevenadurioù rannvroel ha rouedadoù etrebroadel, en devez poan o vont tre e frammoù diazezet ar skoaziadenniñ.

Evit bevañ ha kreskiñ e c’houlenn Festival Etrekeltiek an Oriant sikour tud a-youl vat a-gantadoù evit aozañ ar gouel dibar-se a-hed ar bloaz. Emezelañ er raktres a ra tud a bep seurt, ne vern o orin sokiomicherel, liammet gant talvoudegezhioù servij publik, rannañ barregezhioù hag amzer ha kas mignoniezh ha kengred war-raok.

Hep al labour a-youl vat ne vefe ket eus, Festival Etrekeltiek an Oriant. Engouestl an izili a ra un darvoud denel eus ar festival e-lec’h ma vez kenskoazell etre an holl gant ur spered kengred. Ar vent denel da vat se a zo ken gwir all ivez e bed teknikourion ar son, teknikourion ar gouleier hag ar frammerion a ya d’ober skipailh a-vicher Festival Etrekeltiek an Oriant.

RESTEZ CONNECTÉS

Inscription à la Cel’Letter du Festival Interceltique de Lorient

S’ABONNER POUR NE RIEN MANQUER

Pin It on Pinterest

Share This